Nesiocypraea midwayensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Nesiocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Nesiocypraea midwayensis (Azuma & Kurohara, 1967) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Nesiocypraea midwayensis a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Nesiocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-spontus a vev e mor Sina en dour don.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Azuma & Kurohara e 1967 [2].
Dont a ra an anv midwayensis eus inizi Midway dre fazi. Ne vev ket ar spesad el lec'h-se.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Nesiocypraea midwayensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea midwayensis Azuma & Kurohara, 1967 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
- Nesiocypraea midwayensis kontiki Lorenz, 2012
- Nesiocypraea midwayensis midwayensis Azuma & Kurohara, 1967
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral-spontus int. Kavet e vezont draget er mor don etre 350 ha 550 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm gour pe ramz, betek 27 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nesiocypraea lisetae, Nesiocypraea teramachii, Nesiocypraea aenigma spesadoù all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo er mor China.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570526 (en)
- ↑ Azuma, M. and Kurohara, K. (1967). A new cowry collected off Midway Island. Venus 26: page(s): 2-3in WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570526(en)