Nesiocypraea lisetae
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Nesiocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Nesiocypraea lisetae (Kilburn, 1975) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Nesiocypraea lisetae a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Nesiocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e teir zachenn pell an eil re diouzh ar re all e gevred Afrika, e Melanezia hag etre Taiwan hag ar Filipinez.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Kilburn e 1975 [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Nesiocypraea aenigma bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea (Nesiocypraea) lisetae Kilburn, 1975 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea lisetae Kilburn, 1975 anv aet da get
- Nesiocypraea maricola Cate, 1976 anv aet da get
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral-tre eo. Kavet e vez lodenn vrasañ anezho draget er mor don pe e stomagoù pesked etre 100 ha 350 m donder. Er Filipinez e vez kavet lod dindan nebeut metroù dour.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 16mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm gour pe ramz, betek 18 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nesiocypraea midwayensis, Nesiocypraea teramachii, Nesiocypraea aenigma spesadoù all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo dasparzhet e teir zachenn pell ar re d'ar re all e gevred Afrika, e Melanezia hag etre Taiwan hag ar Filipinez.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570527(en)
- ↑ Kilburn, R. N. (1975). A new species of cowry from southern Moçambique. Durban Museum Novitates 10(16): page(s): 217-220 in WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=395577(en)