Neroccio dei Landi
Neuz
Neroccio di Bartholomeo di Benedetto de'Landi (Siena, 1447 - Siena, miz Du 1500), a oa ul livour ha kizeller italian eus ar XVvet kantved e Siena.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desket e voe gant Vecchietta, ha kenlabourat a reas gant Francesco di Giorgio Martini eus 1468 betek 1475.
E 1472 e livas un Assunta evit abati Monte Oliveto Maggiore hag e 1474 e kizellas delwenn Santez Katelin Siena, urzhiet gant kêr Siena evit lakaat en ti-bediñ gouestlet d'ar santez.
A-raok 1475 e livas Storie di San Benedetto, un daolenn war lien war ziskouez en Uffizi, ha moarvat gant kenlabour Francesco di Giorgio Martini hag e 1475 ivez ar Madonna col Bambino tra San Girolamo e San Bernardino, miret e pinakotek broadel Siena, e bennoberenn.
-
Poltred un itron
-
Mamm Doue gant ar Mabig Jezuz[1]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marco Falorni : Senesi da ricordare (1990)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Oberenn distrujet e Polonia e-kerzh an Eil Brezel-bed.