Katelin Siena

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Katelin Siena

Caterina Benincasa, anavezetoc'h evel Caterina da Siena, pe Katelin Siena e brezhoneg, pe Santez Katell, ganet e kêr Siena, en Toskana, en Italia, d'ar 25 a viz Meurzh 1347, ha marvet e Roma d'an 29 a viz Ebrel 1380, a oa ul leanez italian, anvet da santez e 1461. Santez Siena, hag Europa eo, ha hini ar gelaouennerien.


Ezel e oa eus trede urzh Sant Dominig. Difennourez ar babiezh eo bet a-hed he buhez da vare Skism Meur ar C'hornôg (1378-1417).


Levezon he deus bet war ar bibien Gregor XI hag Urban VI. Meur a wech eo bet kannadez evit kêr Firenze pe evit ar Pab.

Savet he deus oberennoù a zoueoniezh ha skridoù kevrinek hag o deus bet ul levezon vras war an deologiezh. Gwelet int evel pennoberennoù eus lennegezh italianek ar mare.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet eo da Anaon e Roma d'ar 29 a viz Ebrel 1380. Lakaet eo bet da santez e 1461. Maeronez ar gelaouennerien ha tud ar mediaoù eo. Lidet e vez gouel santez Katelin Siena d'an 29 a viz Ebrel. Anvet eo bet da vaeronez kêr Roma e 1866 gant Pi IX, ha da vaeronez Italia e 1939 gant Pi XII Laket eo bet da "zoktor an Iliz" e 1970 gant Paol VI, war un dro gant Tereza a Avila. Anvet eo bet da vaeronez Europa gant Yann-Baol II e 1999.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezrevell a rae hec'h oberennoù rak ne ouie ket skrivañ. Miret ez eus bet 381 lizher (d'ar Pab peurgetket), 26 pedenn hag hec'h oberenn veur an Diviz (Dialogo della Provvidenza ovvero Libro della divina dottrina)