Mont d’an endalc’had

Negros

Eus Wikipedia
Pelec’h emañ Negros e Filipinez

Negros zo unan eus inizi Filipinez, en enezeg Visayas. Emañ er gwalarn da enez v-Mindanao hag en em astenn a ra war ur gorread a 13 328 km². E 2010 e oa poblet gant 4 194 525 a annezidi. Bacólod ha Dumaguete eo ar c’hêrioù brasañ.

Poent uhelañ an enezenn eo ar menez-tan Kanlaon (2 460 metr). Pouezus eo al labour-douar e Negros : en enezenn e vez gounezet an hanter eus sukr Filipinez, riz ha frouezh evel bananez ha mangez.