Naval Criminal Investigative Service
Deiziad krouiñ | 1992 |
---|---|
Merour/rener | Omar R. Lopez |
Stad | Stadoù-Unanet |
Aozadur mamm | United States Department of the Navy |
Sez sokial | Quantico |
Lec'hienn ofisiel | https://www.ncis.navy.mil/ |
An United States Naval Criminal Investigative Service, berraet en NCIS, zo skourr diazez an nerzhioù polis eus an United States Department of the Navy. Roll diazez an NCIS a zo seveniñ enklaskoù a-fed torfederezh gant izili eus an United States Navy hag an United States Marine Corps. Ouzhpenn-se e vez tu d'ar skourr over war-dro ar Surentez vroadel, an enep-spierezh, enep-sponterezh, torfederezh niverennel, ha gwareziñ ar bazennoù morlu stadunanat dre ar bed holl.
An NCIS en doa kemeret plas an Naval Investigative Service (NIS), a oa bet savet gant an Office of Naval Intelligence goude an Eil Brezel-bed.
Darn izili an NCIS a zo trevourien, e-tro an hanter anezho a zo special agents gourdonet evit dont a-benn da seveniñ ar c'hefridioù lies roet d'an NCIS. Izili an NCIS a zo enklaskerien armet al lezenn kevredadel stadunanat, labourat a reont alies gant ajañsoù all ar gouarnamant stadunanat. Adkavet e vezont ledet war 40 vro. Adkavet e vezont ivez war bigi an US Navy.
Ouzhpenn d'an enklaskerien e vez tud arbennikaet war tachennoù resis, medisinerezh, spierezh, enep-spierez, enklask niverennel, surentez korfel...