Quantico (Virginia)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiadur Quantico er Prince William County e stad Virginia

Quantico (Potomac a-raok) zo ur gêr e Prince William County, Virginia, Stadoù-Unanet Amerika. Hollad ar boblañs a zo 480 anneziad hervez sifroù 2010.

Dor degemer bazenn Quantico

Quantico a zo dreistbrudet dre ma z'eo enkelc'hiet gant ar bazenn brasañ eus an Marine Corps, bazenn Quantico. Er bazenn-se eo diazezet ar Marine Corps Combat Development Command hag an HMX-1 (skouadrenn biñsaskellioù prezidantel ar vro), skol an danvez ofisierien, hag ar skol gourdoniñ diazez. Kavet e vez ivez tro-dro kêr an United States Drug Enforcement Administration's training academy, an FBI Academy, an FBI Laboratory, an Naval Criminal Investigative Service, an United States Army Criminal Investigation Command, lec'h penn an Air Force Office of Special Investigations. Un adsevel eus an USMC War Memorial a zo e dor degemer ar bazenn.