NCIS (stiradoù skinwel)

Eus Wikipedia

NCIS a zo ur stirad skinwel polis. Istorioù ur bagad enklaskerien eus an Naval Criminal Investigative Service a ra danvez ar stirad. An enklaskoù a vez lec'hiet e metoù ar Morlu ha korfad ar Marines.

Kavout a reer e vez ar mennozhiad hag an tudennoù da gentañ e div rann eus ar stirad JAG eus CBS (koulzad eizh, rannoù "Ice Queen" ha "Meltdown"). Un daoladenn (spin-off) eus JAG eo ar stirad. Skignet e voe evit ar wech kentañ d'an 3 a viz Gwengolo 2003 gant CBS. 13 koulzad ha 296 rann a zo er stirad betek-henn. Krouet eo bet gant Donald P. Bellisario ha Don McGill. Produktour eo Donald P. Bellisario ivez. Kroget eo skignadenn ar c'houlzad 13 d'an 22 a viz Gwengolo 2015 gant CBS

Kalz berzh en deus graet ar stirad ha div daoladenn a zeus dioutañ. Er c'houlzad 6, ur rann doubl a ro lañs da NCIS: Los Angeles hag er c'houlzad 11 ur rann doubl a ro lañs da NCIS: New Orleans

Krouet ez eus bet ur c'hoari video anvet NCIS gant Ubisoft gant mouezhioù an aktourien.

E-touez an tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mark Harmon e 2009 o c'hoari Special Agent Gibbs e NCIS
McCallum e miz Here 2012.