Nation Red
Bro orin | Bro-C'hall ![]() |
---|---|
Deiziad embann | 23 Eos 2010 ![]() |
Dasparzher | Humble Store, Steam ![]() |
Savenn | Microsoft Windows, OS X, Linux ![]() |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier, co-op mode ![]() |
Diaz embann | embannadur niverel ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nation-red.com/ ![]() |

Nation Red zo ur c'hoari video dreistbevañ a-enep zombied embannet d'an 23 a viz Eost 2009 war Microsoft Windows ha sevenet gant ar studio Diezelpower Studios.
Istor ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]17 a viz Eost 1977. Strolladoù bihan zombied a zeu war-wel er Stadoù-Unanet Amerika (er Midwest). Dre ma ne oa ket posubl dezho implij ostilhoù, nag armoù e voe aes a-walc'h da vountañ warno betek an dezerzh. Strolladoù stourm a zo savet gant ar vro a-benn lazhadegañ ar zombied hag a chomfe, goude c'hwec'h sizhun ez eo diskleriet gant ar Stad ez eo riset an aloubadeg zombi.
Hiziv-an-deiz. 30 vloaz goude an aloubadeg ur blenier kirri-samm a vlein dre ur strollad ramzel zombied en Arizona. Dont a ra a-benn da bellmgomz d'an archerien evit laret dezho ez eo posubl d'ar zombied implij armoù a-raok ma vefe troc'het ar gaoz. Deuet eo ar zombied en-dro ha dezho eo bremañ da chaseal Mab-Den.