Natan (profed)

Eus Wikipedia
Natan o c'h ober e rebechoù da Zavid - engravadur gant Julius Schnorr von Carolsfeld

Hervez an Tanac'h en doe ar profed Natan ur perzh politikel ha relijiel pouezus da ware ren David ha penn kentañ hini Salaun.

Keneil ha kuzulier David e oa.

En Eil Levr ar Rouaned e tiouganas Natan da Zavid ne savje ket un ti da Zoue (2R 7)<ref{{br}Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 107-108</ref>.

Ober a reas rebechoù garv da Zavid goude e avoultrerezh gant Bat-Sheva ha marv Ouria an Hitiad, gwaz Bat-Sheva.

Eñ eo a lavaras e varvje ar mab bet ganet da Zavid gant Bat-Sheva[1].

Eñ eo a c'houlennas goude e vefe anvet Salaun, an eil mab ganet da Zavid gant Bat-Sheva « Yeddya », mignon d'an Aotrou[2].

E Kentañ Levr ar Rouaned e lenner a-zivout itrikoù Natan ha Bat-Sheva evit lakaat Salaun war dro David. Dont a rejont a-benn (1R 1,11- 40)[3]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (br) 2S 12, 1-23, Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, pp 111-112
  2. 2S 12, 24-25, Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 2, p 112
  3. (br) Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 1R 1, pp 133-134