Mont d’an endalc’had

Na Garbh Chrìochan

Eus Wikipedia

Na Garbh Chrìochan (The Rough Bounds e saozneg, «an Harzoù Garv» e brezhoneg) zo ur c'hornad meneziek en Uheldirioù Bro-Skos, e kornôg Siorrachd Inbhir Nis, etre Loch Shubhairne ha Loch Seile, e distrigoù Cnòideart‎, norzh Mòrar, Àrasaig ha Mùideart.

Brudet eo evel ur c'hornad gouez, garv, ha nebeut a dud zo o chom eno.

Rannet e oa ar c'hornad etre daou glan, ha kann a veze etreze a-wechoù, Klan Macdonald Clanranald ha Klan MacDonell Glengarry, a oa enebourien d'ar gouarnamant saoz a-hend-all.
En XVIIIvet kantved e oa Na Garbh Chrìochan ur c'hornad katolik. Pennoù klanioù brudet a voe: Alexander Ranaldson MacDonell of Glengarry (1771-1828) ha Ranald George Macdonald of Clanranald (1788-1873).