Cnòideart
Neuz
Cnòideart zo ul ledenez e Loch Abar, e Skos. Etre div loc'h emañ, Loch Neibhis ha Loch Shubhairne; alies e vez lavaret Loch Heaven («Loch Neñv») ha Loch Hell («Loch Ifern») anezho e saozneg. Kontet eo da vezañ «diwezhañ lec'h gouez Breizh-Veur».
Na Garbh Chrìochan («an Harzoù Garv» ) a vez lavaret eus hanternoz al ledenez.
Daou venez uhel zo, anvet munro e Skos: Ladhar Bheinn, 1 020 metr uhelder, ha Sgurr na Cìche, 1 040 metr uhelder.