Myth of Empires
Myth of Empires zo ur c'hoari video liesc'hoarier doare MMO c'hoari trede sell ha strategiezh. Embannet eo bet e miz Du 2021. Tennet e oa bet diouzh ar savenn steam e miz Kerzu 2021 goude ur galv DMCA eus skipailh sevenerien ar c'hoari ARK: Survival Evolved a embanne e oa bet kopiet ul lodenn eus o c'hod sevel ar c'hoari Ark gant tud Angela Games [1]. Addegemeret eo bet war Steam e miz C'hwevrer 2024.
Tabut seveniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sevener c'hoarioù video stadunanat Studio Wildcard hag an embanner sinaat Snail Games, a ra war-dro ar c'hoari Ark: Survival Evolved, o devoa douget klemm hervez an DMCA evit ma vije tennet ar c'hoari Myth of Empires diouzh Steam rak hervezo kod diazez ar c'hoari a oa o hini.
Hervez testenn ar c'hlemm ar studio Angela Game, krouer ar c'hoari Myth of Empires, ha savet gant d'an nebeutañ un implijiad kozh eus Snail Games Sina, hag en doa bet gwelet kod diazez Ark a oa bet o kopiañ kantadoù a lodennoù eus outañ. Miz Here 2023 goude daou vloaz stourm el lezvarnioù, Angela Games a oa kavet kablus eus laerañ danvez preder perc'hennet gant Snail Games. Kavet e oa bet un emglev etre an daou du ha soñjet adlañsañ ar c'hoari e stumm 1.0. Addegemeret eo bet war Steam e miz C'hwevrer 2024 ha Snail Games a zo deuet da vezañ embanner nevez ar c'hoari[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.gamesindustry.biz/myth-of-empires-removed-from-steam-following-allegations-it-uses-ark-survival-evolve-source-codehttps://www.gamesindustry.biz/myth-of-empires-removed-from-steam-following-allegations-it-uses-ark-survival-evolve-source-code
- ↑ https://mmos.com/news/myth-of-empires-popular-on-steam