Digital Millennium Copyright Act

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Siell SUA

An Digital Millennium Copyright Act (DMCA) zo ul lezenn stadunanat o lakaat e pleustr emglevioù ar World Intellectual Property Organization (WIPO) eus ar bloavezh 1996. Lakaat a ra da dorfed produerezh hag eskemm teknologiezhoù, ardivinkoù, pe servijoù er-maez eus an aotreoù roet gant ar berc'hennerien (dre vras an digital rights management pe DRM). Ouzhpenn-se an DMCA a uhela ar c'hastizoù da geñver tremen e-bioù ar perc'henniñ dre Internet.

"Skeudenn tennet dre lezenn an DMCA"

Tremenet d'an 12 a viz Here 1998, dre ur votadeg an holl a-du en United States Senate, sinet e voe gant ar prezidant Bill Clinton d'an 28 a viz Here 1998. An DMCA a zegase kemmoù hag ouzhpennadurioù d'an Title 17 eus Lezennoù Stadoù-Unanet Amerika o reiñ un difenn gwelloc'h ha ledanoc'h d'ar perc'henniñ. Ouzhpenn da-se e troc'he gwelloc'h al liamm etre an embregerezhioù internet hag an implijerien perc'henn d'ul linenn ha neuze d'an implij graet eus outi.