Myrmeciza
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Myrmeciza longipes,
luc'hskeudennet en Enez Trinidad. | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Thamnophilidae | ||
Anv skiantel | |||
Myrmeciza G.R.Gray, 1841 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Myrmeciza a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1841 gant al loenoniour saoz George Robert Gray (1808-1872).
Gant donedigezh teknikoù arnodva nevez, oc'h ober gant ar vevoniezh volekulel, e voe kemmet kenañ ar genad e 2013[1], betek mont eus daou spesad warn-ugent (22) ennañ da unan hepken.
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[2]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv an deiz, n'eus nemet ur spesad golvaneged hag a ya d'ober ar genad :
E gavout a reer e Suamerika.
Pevar (4) isspesad zo dezhañ en holl.
- M. l. boucardi von Berlepsch, 1888 – e norzh kreiz Kolombia.
- M. l. griseipectus von Berlepsch & Hartert, 1902 – e biz Brazil, Gwianaoù, gevred Kolombia ha su Venezuela.
- M. l. longipes (Swainson, 1825) – e biz Kolombia, Enez Trinidad ha norzh Venezuela.
- M. l. panamensis Ridgway, 1908 – e norzh Kolombia ha reter Panamá.
Ar spesad warn-ugent kaset da c'henadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M. atrothorax e Myrmophylax,
- M. berlepschi, laemosticta, nigricauda ha palliata e Sipia,
- M. castanea ha hemimelaena e Sciaphylax,
- M. disjuncta en Aprositornis,
- M. exsul e Poliocrania,
- M. ferruginea, loricata, ruficauda ha squamosa e Myrmoderus,
- M. fortis, immaculata ha zeledoni en Hafferia,
- M. goeldii ha melanoceps en Akletos,
- M. griseiceps en Ampelornis,
- M. hyperythra e Myrmelastes,
- M. pelzelni en Ammonastes.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Morton L. Isler, Gustavo A. Bravo & Robb T. Brumfield, Taxonomic revision of Myrmeciza (Aves: Passeriformes: Thamnophilidae) into 12 genera based on phylogenetic, morphological, behavioral, and ecological data , Zootaxa, 2013, 3717 (4): 469–497.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Thamnophilidae/Myrmeciza (lennet e-barzh d'ar 1añ a viz Mezheven 2018).
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: