My Baby Just Cares for Me

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eleanor Hunt hag Eddie Cantor
er film Whoopee! (1930)
Nina Simone
(Gwengolo 1967)

My Baby Just Cares for Me a zo ur ganaouenn saoznek, doare jazz.
Diwar gerioù orin ur varzhoneg[1] gant ar pozier Gus Kahn (1886-1941) e voe savet an ton anezhi gant Walter Donaldson (1893-1947) evit ar film Whoopee![2].

Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet kanet gant an arzour stadunanat Eddie Cantor (1892-1964) e Whoopee! da gentañ-penn e voe enrollet gant un toullad mat a arzourien all[3]. Delc'her a rae E. Cantor perzh "Henry Williams" er film ha, gant-se, e voe savet ar pozioù evit ma vije kanet gant ur paotr o kaozeal eus e garedig en ur venegiñ tud brudet ar mare : Gilbert ("My baby's no Gilbert fan,"), Ron Colman ("Ron Colman is not her man,"), Lawrence Tibbetts ("My baby don't care for Lawrence Tibbetts"), Bud Rogers ("Bud Rogers is not her style,") ha Chevalier ("And even Chevalier's smile").

Doare Nina Simone[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1958 e voe enrollet gant Nina Simone en hec'h albom kentañ — Little Girl Blue pe Jazz as Played in an Exclusive Side Street Club c'hoazh — embannet d'ar 24 a viz Mezheven 1958. Kemmet e voe ar pozioù dre ma oa ur vaouez hag a gomze eus he c'haredig hag anv an dud brudet war un dro evel-just : Liz Taylor ("Liz Taylor is not his style"), Lana Turner ("And even Lana Turner's smile") ha Liberace ("And even Liberace's smile").
N'haller ket lavaret en devoa graet berzh bras doare Nina Simone a-raok bezañ implijet e 1987 gant an embregerezh Chanel dre ur bomm bruderezh e-keñver ar porfum Chanel No. 5. Ma voe adembannet ar sonenn gant an ti-embann pladennoù breizhveuriat Charly Records. Renket e voe e-touez an dek kanaouenn wellañ e meur a vro en Europa er bloavezhioù 1987-88 ha lakaet Nina Simone diouzh ar c'hiz adarre war un dro.

Goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He selaou a c'haller er film Everyone Says I Love You (1996, Woody Allen) ivez, kanet gant an arzour stadunanat Edward Norton (1969-) hag en albom Strangers in the Night (1966) gant Frank Sinatra.

Gant doare Nina Simone eo bet levezonet ar ganerien all alies abaoe, evel al laz brazilian Delicatessen, Natalie Cole (merc'h da Nat King Cole), Lucy Adams pe Harmony Keeney.

Selaou My Baby Just Cares for Me...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù (doare Nina Simone)...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]