George Michael

Eus Wikipedia
George Michael, luc'hskeudennet e Nisa e miz Gwengolo 2011.

George Michael, bet ganet Georgios Kyriacos Panayiotou (Γεώργιος Κυριάκος Παναγιώτου) d'ar 25 a viz Mezheven 1963 e Londrez (Bro-Saoz) hag aet d'an Anaon d'ar 25 a viz Kerzu 2016 e Goring-on-Thames (Oxfordshire, Bro-Saoz), a oa ur c'haner-sonaozer ha produour saoz.

Kroget e oa George Michael gant ar c'han evel ezel eus an daouad Wham! met brudet eo chomet evit e labour er bloavezhioù 1980 ha 1990, gant kanaouennoù evel Last Christmas pe Wake Me Up Before You Go-Go, ha pladennoù evel Faith (1987) pe Listen Without Prejudice Vol. 1 (1990). George Michael en doa bet gwerzhet ouzhpenn 100 milion a bladennoù dre ar bed holl. E gentañ albom, Faith (1987), a oa bet gwerzhet tro da 20 milion a skouerennoù anezhañ.

Mintin abred d'ar 25 a viz Kerzu 2016 e voe adkavet George Michael marv e e wele d'an oad a 53 bloaz. Ne ouzer ket gwall vat gant petra eo marvet.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Georgios Kyriacos Panayiotou a oa bet ganet e East Finchley, Londrez d'ar 25 a viz Mezheven 1963. An tad, Kyriacos Panayiotou, a oa ur pretiour a orin Gresianek-Chipriek a oa deuet da vevañ e Londrez er bloavezhioù 1950 hag a gemmas e anv gant ar stumm Jack Panos. Mamm George Michael, Lesley Angold (ganet Harrison; 1937–1997), a oa ur gorollerez Saoz. George Michael a dremenas darn e vugaleaj e Kingsbury, Londrez, e ti e dud bet prenet nebeut amzer goude ma voe-eñ ganet. Skoliataet e oa bet e Kingsbury High School. Div c'hoar henañ a oa dezhañ Yioda ha Melanie.

Pa oa oadet a zek vloaz ar familh a dilojas betek Radlett, Hertfordshire. Eno e voe skoliataet George Michael er Bushey Meads School er gêriadenn nepell Bushey. Eno e kejas gant Andrew Ridgeley a zeuas da vezañ e gamalad ha gant an amzer an eil ezel d'an duo Wham!. An daou gañfard o devoa ar memes c'hoant da zont da vezañ sonerien a vicher. George Michael a grogas gant seniñ e metro Londrez gant kanaouennoù evel "'39" gant Queen. Kroget e voe da vezañ un DJ goude-se, o c'hoari e boestoù-noz pe skolioù tro-dro Bushey, Stanmore, pe Watford. Goude-se e voe ezel eus ur strollad berrbad ska the Executive, gant e gamalad Ridgeley, Paul Ridgeley ar vreur, Andrew Leaver, ha David Mortimer (anavezet goude-se evel David Austin).

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]