Wham!

Eus Wikipedia
Golo ar bladennig
Wham Rap! (Enjoy What You Do) (1983).

Wham! a oa un daouad kanerien pop saoz — George Michael (1963-2016) hag Andrew Ridgeley (1963-) an izili anezhañ — bet savet gante e Bushey (Hertfordshire, Bro-Saoz) e 1981.

Daoust ha ma reas berzh Wham! buan a-walc'h ne badas ket gwall bell e istor, dreist-holl en abeg da vrud George Michael na baouezas ket da greskiñ ingal. Amzer o doa bet an daou arzour da embann tri albom[1], koulskoude :

Un toullad mat a ganaouennoù, tennet dioute, a reas berzh bras, Careless Whisper, Everything She Wants, I'm Your Man, Last Christmas ha Wake Me Up Before You Go-Go en o zouez.

Gant ur sonadeg bet dalc'het e Londrez (er Wembley Stadium) d'an 28 a viz Mezheven 1986 e kimiadas da vat an daou arzour diouzh ar re sot gant o sonerezh. Tra ma voulc'he George Michael ur vicher a ganer solo e tilezas Andrew Ridgeley ar sonerezh evit gwir.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]