Giacomo Attendolo
Neuz
(Adkaset eus Muzio Sforza)
Muzio Attendolo (28 a viz Mae 1369 - 4 a viz Genver 1424) a oa ur c'hondottiero italian er XIVvet ha XVvet kantved. Gantañ an hini e voe diazezet al lignez Sforza.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giacomo pe Jacopo Attendolo e oa e anv gwir. Muzzo pe Muzio a oa berradur e lesanv, Giacomuzzo. Goude e voe lesanvet Sforza.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Cotignola e Romagna. E dud a oa tud a ouenn uhel diwar ar maez.
Ren a reas un armead soudarded evit Bologna ha Firenze en emgann Casalecchio.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas Giacomo Attendolo. Hervez ar skridoù e vez disheñvelik an deiziadoù, ha niver hag anvioù ar vugale.
- Antonia Salimbeni († 1411), eus Siena e oa e bried kentañ, ur mab o doe:
- En 1414 e timezas da g-Catarina (lesanvet Catella) Alopo dei Baroni Piscopo d'Alopo, ha daou vab o doe:
Menegiñ a reer ivez ur verc'h, Giovanna, ganet a-raok Leonardo. Koulskoude n'emañ ket Giovanna er wezenn-diegezh .
- En 1419 e timezas da Maria Marzani dei Duchi di Sessa, kontez Celano, hag ur mab o doe:
- Carlo (1423 - 1457)a voe arc'heskob Milano, eus 1454 da 1457, anavet evel Carlo Gabriele Sforza
- Entre e vugale bastart gant Lucia Terzani da Marsciano (8 en holl) e oa :
- Francesco Sforza, a renas e Milano 16 vloaz-pad.
- Alessandro Sforza, a renas e Pesaro.
Re all en doe gant Tamira di Cagli
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vita di Attendolo Sforza, Paolo Giovio - skrivet e latin ha troet gant Lodovico Domenichi en italianeg
- Gli Sforza, Caterina Santoro, Milano, 1968
- Famiglie celebri d'Italia, Pompeo Litta