Mustafa II
Neuz
Mustafa II, ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1664, a voe sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Mehmet IV ha da Emetullah Rabia Gülnuş Sultan.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ren a reas eus 1695 betek 1703.
Dindan e ren e voe kollet ar brezel ouzh emglev Aostria, Venezia, Rusia ha Pologn ha sinet feur-emglev Karloftcha (26 a viz Genver 1699).
Gant ar feur-emglev-se e voe roet Hungaria ha Treuzsilvania da Aostria, Ukraina da Bologn ha Dalmatia da Venezia.
Goude 1700 ec'h eas Mustafa II da chom en Edirne e plas Istanbul.
Soudarded Istanbul a gerzhas betek Edirne hag a zistroadas Mustafa d'an 22 a viz Eost 1703 evit lakaat e vreur Ahmet war an tron en e blas.
Mustafa a varvas nebeut goude, d'an 29 a viz Kerzu 1703.
En e raok: Ahmet II |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1695 – 1703 |
War e lerc'h: Ahmet III |