Moualc'h zu
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Turdidae | ||
Genad : | Turdus | ||
Anv skiantel | |||
Turdus merula Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester : mouilc'hi du), a zo un evn krennik, Turdus merula an anv skiantel anezhañ. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 25 cm eo led ar mouilc'hi du. Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed : du eo ar pared, gant ur pigos melen hag ur gantenn velen en-dro d'o daoulagad ; rous-teñval eo ar parezed hag ar ploged.
Etre miz Meurzh ha miz Gouere e fard ar mouilc'hi un neizh savet gant ar barez gant fank, foenn ha pluñv degaset gant ar par. Dozviñ a ra 4 pe 5 vi.
-
Ur barez
-
Un neizh gant daou vi
-
Ur plog
Frouezh ha hugennoù, hag ivez ed, had, amprevaned, kevnid ha buzhug eo boued ar mouilc'hi.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brouskoadoù, liorzhoù, strouezh ha girzhier eo annez ar muilc'hi du.
A-hed ar bloaz e vevont en hinoù klouar Europa ar C'hornôg, betek aodoù Sakndinavia, en aodoù ar Maghreb ha tro-dro d'ar Mor Du ; ar pellañ ma kaver al labous er reter eo er takad a zo etre norzh Indi ha kornôg Sina.
En hañv en e gaver ivez e Skandinavia an diabarzh hag e Rusia ; er goañv e tiskenn un tammig pelloc'h er su er Maghreb hag en Iran
Koubladoù zo bet lakaet da vevaén en Aostralia ha Zeland-Nevez[1].
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh an evnoniourien e vez renket ar voualc'h zu er c'herentiad Muscicapidae (gwechall) pe Turdidae (bremañ).
Sellet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Peter Clement & all, Thrushes, Gardners Books, 2000(ISBN 978-0-7136-3940-7)