Moualc'h zu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moualc'h zu
Blackbird.jpg
Ur voualc'h zu.
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Passeriformes
Kerentiad : Turdidae
Genad : Turdus
Anv skiantel
Turdus merula
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png
Kan ur voualc'h zu

Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester : mouilc'hi du) a zo un evn krennik. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.

Doareoù pennañ[kemmañ]

War-dro 25 cm eo led ar mouilc'hi du. Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed : du eo ar pared, gant ur pigos melen hag ur gantenn velen en-dro d'o daoulagad ; rous-teñval eo ar parezed hag ar ploged.
Etre miz Meurzh ha miz Gouere e fard ar mouilc'hi un neizh savet gant ar barez gant fank, foenn ha pluñv degaset gant ar par. Dozviñ a ra 4 pe 5 vi.

Boued[kemmañ]

Frouezh ha hugennoù, hag ivez ed, had, amprevaned, kevnid ha buzhug eo boued ar mouilc'hi.

Annez[kemmañ]

Bevañ a reont e brouskoadoù, liorzhoù, strouezh, ha girzhier.

Rummatadur[kemmañ]

Diouzh an evnoniourien e vez renket ar voualc'h zu er c'herentiad Muscicapidae (gwechall) pe Turdidae (bremañ).

Sellet ivez[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.