Mont d’an endalc’had

Moualc'h zu

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Moualc'h du)
Moualc'h zu




Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Turdidae
Genad : Turdus
Anv skiantel
Turdus merula
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester : mouilc'hi du), a zo un evn krennik, Turdus merula an anv skiantel anezhañ. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 25 cm eo led ar mouilc'hi du. Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed : du eo ar pared, gant ur pigos melen hag ur gantenn velen en-dro d'o daoulagad ; rous-teñval eo ar parezed hag ar ploged.
Etre miz Meurzh ha miz Gouere e fard ar mouilc'hi un neizh savet gant ar barez gant fank, foenn ha pluñv degaset gant ar par. Dozviñ a ra 4 pe 5 vi.

Frouezh ha hugennoù, hag ivez ed, had, amprevaned, kevnid ha buzhug eo boued ar mouilc'hi.

  • ██ A-hed ar bloaz
  • ██ En hañv
  • ██ Er goañv
  • ██ Degaset
  • Brouskoadoù, liorzhoù, strouezh ha girzhier eo annez ar muilc'hi du.
    A-hed ar bloaz e vevont en hinoù klouar Europa ar C'hornôg, betek aodoù Sakndinavia, en aodoù ar Maghreb ha tro-dro d'ar Mor Du ; ar pellañ ma kaver al labous er reter eo er takad a zo etre norzh Indi ha kornôg Sina.
    En hañv en e gaver ivez e Skandinavia an diabarzh hag e Rusia ; er goañv e tiskenn un tammig pelloc'h er su er Maghreb hag en Iran
    Koubladoù zo bet lakaet da vevaén en Aostralia ha Zeland-Nevez[1].

    Diouzh an evnoniourien e vez renket ar voualc'h zu er c'herentiad Muscicapidae (gwechall) pe Turdidae (bremañ).

    1. (en) Peter Clement & all, Thrushes, Gardners Books, 2000(ISBN 978-0-7136-3940-7)

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.