Monte do Gozo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Monumant e lein ar Monte do Gozo.

Ar Monte do Gozo (a vefe Brelevenez e brezhoneg) zo ur menez e Galiza.

War hent ar birc'hirined a ya da Santiago de Compostela emañ, hag alese e welont tourioù an iliz-veur a ziskouez eo damechu o beaj.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Grennamzer, en 1105, e oa bet savet ur chapel war ar menez , war c'houlenn eskob Compostela, Diego Gelmírez . Ac'halese e tiskenne ar birc'hirined diwar o marc'h da gerzhout betek an iliz-veur ha bez ar sant, evel ma reas ar roue Alfonso XI Kastilha. Dilezet e voe ar chapel er XVIIvet kantved.

En 1989 e voe graet labourioù bras evit degemer ar pab Yann-Baol II da-geñver Devezhioù Yaouankiz ar Bed. Da lidañ Bloavezh santel 1993, e oa bet savet ur pikol herberc'hlec'h a zo bremañ un annez-studierien.

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]