Mont d’an endalc’had

Mont-Terrible

Eus Wikipedia

Mont-Terrible a oa anv un departamant gall e Suis da vare an Impalaeriezh c'hall kentañ. Porrentruy e oa ar pennlec'h anezhañ.

Dont a ra an anv eus ar Mont-Terri, pe Pultberg en alamaneg, ur menez 804 metr a uhelder dezhañ, e kanton Jura e Suis.


Krouet e voe e 1793 pa voe staget ouzh Bro-C'hall ar République rauracienne, savet e 1792 diwar ul lodenn eus eskopti Basel.

E 1797, e voe distaget priñselezh kozh Montbéliard diouzh departamant gall an Haute-Saône evit he stagañ outi.

Diskaret e voe an departamant e 1800, ha staget ouzh an Haut-Rhin, e stumm daou arondisamant, re Delémont ha Porrentruy.

E 1815 e voe rannet an douaroù anezhañ: