Mohamed Al-Fayed
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kingdom of Egypt, Republic of Egypt, Republik Arab Unanet, Egipt |
Anv e yezh-vamm an den | محمد عبد المنعم الفايد |
Anv-bihan | Mohammed |
Anv-familh | Fayed |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1929 |
Lec'h ganedigezh | Ras el-Tin |
Deiziad ar marv | 30 Eos 2023 |
Lec'h ar marv | Londrez |
Pried | Samira Khashoggi, Heini Wathén |
Bugel | Dodi Fayed, Camilla Fayed |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg, saozneg |
Micher | embreger, den a aferioù |
Karg | chairperson |
Relijion | Islam |
Sport | mell-droad |
Perc'henn war | Hôtel Ritz Paris |
Mohamed Abdel Moneim Al-Fayed, ganet d'ar 27 a viz Genver 1929 hag aet da Anaon d'an 30 a viz Eost 2023, a oa ur miliarder ha den a aferioù eus Egipt. Darn eus e aferioù hag e lec'h bevañ pennañ a oa er Rouantelezh-Unanet abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960. Perc'henn e oa war al leti Ritz e Pariz, war ar stal Harrods e Londrez ha war klub mell-droad Fulham. Pa oa marvet, e 2023, e oa bet istimet gant ar gelaouenn Forbes e save e beadra da zaou viliard a zollarioù.
Fayed a oa bet dimezet da Samira Khashoggi etre 1954 betek 1956. Ur mab o doa bet, Dodi Al-Fayed, hag a oa bet e karantez gant Diana, priñsez Kembre, pa oant marvet o-daou en ur gwallzarvoud oto e Pariz e 1997.
Abaoe 1995 e oa evezhiet Fayed gant ar mediaioù evit abegoù reizhel lies rebechet dezhañ : tagadennoù reizhel, harellerezh reizhel ha gwallerezhioù. E 2024 e oa deuet war-wel an hollad aferioù niverus-se gant ouzhpenn 200 maouez o sevel klemm. Ar re-se o deus krouet Justice for Harrods Survivors, ur strolladur eus darn eus ar c'hlemmoù [1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Violences sexuelles : plus de 200 femmes accusant Mohamed Al-Fayed négocient un accord avec Harrods, Ouest-France, 11/10/2024 (lennet d'an 11/10/2024)