Mont d’an endalc’had

Butun

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mogeder-butun)
Butun
Ur vutunerez kuban

Butun a vez graet eus un danvez labouret ha tennet eus delioù sec'het ar plant Nicotiana tabacum a-orin eus Amerika hag eus ar reizh plant Nicotiana eus familh ar Solanaceae.
Aozet e vez da vout butunet, chaoket pe friataet.
Implij ar butun zo en em ledet dre ar bed adal Amerika. Kenwerzh ar butun a vez alies ur monopol Stad gant taosoù disheñvel-tre hervez ar broioù.

Eus ar galleg kozh pétun (1555), diwar ar portugaleg (Brazil) petulm, eus ar gwaranieg pe unan eus ar yezhoù toupiek ; ar verb pétuner a oa e galleg (1603), evel ar brezhoneg butuniñ.

Ar butun eo mammenn ur sujidigezh spered ha korfel kreñv. Degas a ra kudennoù yec'hed a-leizh, tro 6 milion a dud a varv dre ar butun bep bloaz er bed, 600 000 anezho o vezañ nann-butunerien met soubet alies e moged ar butun : butunerien-gouzañv a reer anezho. Kalz kleñvedoù zo liammet gant ar fed da vutuniñ, da lavarout eo kleñvedoù ar reizhiad galongwazhiedel, krignoù-bev hag all.

Saveteiñ buhezioù a-drugarez d'ar butun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 17 a viz Ebrel 1774 e voe krouet e Londrez ar Royal Humane Society (RHS) gant ar vezeien William Hawes ha Thomas Cogan. Unan eus skourroù an RHS e oa an Humane Society for the Recovery of Persons Apparently Drowned ("Kevredigezh denel evit saveteiñ and dud a seblant bezañ beuzet").
Mennet e oa an aozadur da saveteiñ buhezioù dre zasorc'h, a-hed ar stêr Davoez. Kerkent ha 1774 ez implijas ar pezh a anve un tobacco resuscitator, un "dasorc'her dre vutun", a c'hwezhe moged butun dre fraezh an dud a hañvale bezañ marv goude beuziñ, gant ar spi da dommañ dezho, da reiñ startijenn dezho ha dre-se d'o degas a varv da vev.
Evit brasaat ar surentez e voe staliet seurt ardivinkoù a-hed ar stêr, evel ma stalier boueoù-saveteiñ hiziv.
Unan eus ar boestoù-se, graet e beuz (c'hoari-gerioù ebet amañ), laton hag ur veginig lêr a c'heller gwelout er Science Museum e Londrez.