Mljet

Eus Wikipedia
Lenn vras Mljet
Kartenn

Mljet (Meleda en italianeg, Melita e latin) zo un enezenn eus Kroatia en arvor Dalmatia, er c’hornôg da gêr Dubrovnik. War-dro 100 km² eo gorread an enezenn, ha 72 % anezhañ zo dindan wez, ar pezh a ra d’an enezenn bezañ unan eus ar re wezekañ e-touez inizi ar Mor Kreizdouar.

Ur gumun eo Mljet, e kontelezh Dubrovnik-Neretva, ur gumun enni 1 111 a annezidi (2001). Babino Polje eo ar gêr vrasañ. Ur park natur zo e penn kornôk an enezenn.

Aloubet e voe Mljet gant ar Romaned, evel ar peurrest eus Dalmatia. Adalek ar VIvet kantved e voe en Impalaeriezh Bizantion. Perc’hennet e voe gant menec’h eus Italia a ziazezas ur manati enni, aloubet e voe gant Serbed, ha staget ouzh Republik Ragusa adalek 1410. E 1809, dindan ren Napoleon, e voe diskaret ar manati a oa chomet galloudus betek an amzer-se.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]