Mont d’an endalc’had

Mirva ar C'hab

Eus Wikipedia

En aod Goulien eo ma tigoras SEPNB (Kevredad evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh) e 1959 Mirva ar C'hab anvet ivez Mirva Mikael-Erve Julien. Hiziv an deiz eo ar mirva ul lec'hienn rummataet evel takad gwareziñ arbennik, takad arbennik mirerezh, TNLELP 1 (Takad natur a laz ekologel, evit al loened hag ar plant doare 1) ha TPME (takad pouezus evit mirerezh an evned ). Er mirva eus 40 hektarad bennak e vez gwarezet kantadoù ha kantadoù a laboused, ha miliadoù a blantoù. Mirour ar mirva eo Alain Thomas.

Al lein zo strujusoc'h strujusañ adal an tornaod betek al lann. Gwelet a reer mat ur struzh dereziek eus al lann betek an takad klet. Ar c'henstroll muañ-gwelet zo al lann gant ar raden. Daoust m'eo ar mirva torrek kaer en tu an aod, ez eus en tu all un diforc'h topografiezh mat dre m'eo troc'het ar bladenn en div draoñienn, ar re a gas da Borzh Kanab er reter evit an eil ha da Borzh Loedeg er c'hornog evit egile. 40 hektarad douar zo bremañ er mirva gant 32 ha. d'ar C'huzul-Departamant Penn-ar-bed, 5 ha. da Vreizh vev hag un takad prevez gwarezet gant ar gevredigezh. Bez' zo ivez enezigoù perc'hennet gant ar Stad. Penn uhelañ ar mirva a ya betek 85 metrad.

Glad istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ war Veg kastell kozh ur c'hentr kaeet savet en oad an houarn. Par ailleurs plusieurs ateliers de taille de silex existent sans doute, dont un d'entre eux a été identifié plus particulièrement.

Kartenn ar C'hab Sizun, enni Mirva ar C'hab hag un tamm ar Park naturel mor an Hirwazh.

Emañ ar mirva en aod Goulien (Kab Sizun, Kerne-Izel), e tu norzh ar barrez neuze. Eus tu-hont e weler Gourenez Kraozon e-tal, en norzh, dreist holl Beg Penn ar Roz a glot Bae Douarnenez. Un ugent kilometrad zo etre Douarnenez, er reter, hag ar mirva ha dek kilometrad betek Beg ar Vann er c'hornôg. N'eo ket diaes mont betek ar mirva, dre an D 7, hent a liamm Douarnenez ha Beg ar Raz, pegwir emañ tost an hent da di ar mirva.

Asplenium obovatum er greier

Ar mirva a reas, dek-vloaz-pad, war dro an trevadennoù laboused-mor. Er bloavezhioù 1980 zo bet graet meur a weladenn a blant hag a amprevan. Er bloavezhioù 1990, ar c'hentañ steuñv merañ a gempouezas ar palioù dre sevel raktresoù ha palioù mirout liesseurted plantel hag amprevanel an endroioù. Ar gevredigezh zo neuze ganti rolloù klot war ar fanerogamoù, ar radennoù ha war al likenoù. Alies e vez graet ivez evezhiañ bevoniel, ar pal ganto muzuliañ skog ar peuriñ war ar plantoù. Setu ur roll ar plantoù a vez kavet er mirva:

Kumuniezhioù liken war ar reier, geot ha lann an arvor pinvidig en o neuz: Serratula tinctoria subsp.(=isspesad) seoani, Solidago virgaurea ssp. rupicola, Heracleum sphondylium var.(=seutad) trifoliatum, Ilex aquifolium fo.(=stumm), Romulea columnea war ar rizennoù, Scilla verna, poulloù taouac'hrek, geot fresk, Polygonatum odoratum, Mellitis melissophyllum, Lathyrus montanus, Euphorbia amygdaloides, Mercurialis perennis...

Ar roadennoù loenel koshañ en tiriad zo bet savet er bloavezh 1959, ar bloaz m'eo bet savet ar mirva.

Diba hanter-kant vloaz eo ar mirva ul lec'h studi dibar, kement evit ar skiantourien, an naturelourien a youl-vat, ar skolidi-veur hag ar glaskerien. Setu perak e kaver roadennoù resis ha peurglot war ar seurtoù laboused hag o niver er mirva.

Al laboused-mor neizhiat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Drenenn
Al laboused douar neizhiat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavan beg ruz

Ar bronneged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha meur a spesad all a vronneg bihan a vez kavet er mirva evel ar ballask pe an erminig.

Pal ur mirva zo ivez ober tro d'an dud anavezout al lec'h ha kement he neuzioù, hag o c'helenn war skodoù mirerezh ar pinvidigezh an natur. Gant se e vez kiniget doareoù disheñvel kemer splet eus ar mirva. Ar wenodenn-aod dieub da zont zo dezañ 8 bonn koad o kas d'al levrig dizoleiñ.

  • Penn kentañ an XIXvet kantvet : Roadennoù naturour kentañ anavezet evit Goulien.
  • War dro 1930 : Danevelloù labousoniezh o taolenniñ miliadoù a ero beg tev hag a voc'hanig.
  • E kreiz ar bloavezhioù 1950 : Al labousata evel dudi a laka an niver a laboused da zigreskiñ, ar mennozh krouiñ un hent-aod a zo savet.
  • E 1957 : Raktres lakaat da virva aod Goulien savet gant naturourien an SEPNB war dro v-Mikael-Erve Julien.
  • E 1958 : Oberennoù kentañ o fal sevel ur mirva al laboused war un tamm eus al lec'hienn.
  • D'ar 14 a viz Mezheven 1959 : Digoradur ar "mirva naturel" ar C'hab Sizun.
  • E 1970 : Digoriñ ar mirva d'an dud diavaez. Youl da sevel oberennoù komprenerezh ha deskadurezh war an endro er mirva.
  • D'ar 5 a viz genver 1972 : Prenadenn gentañ un takad evit an Tachennoù Natur Tener gant ar C'huzul-departamant Penn-ar-Bed. Kenderc'hel a ray betek 1979, betek tizhout ur gorread eus 32 hektarad bennak.
  • E 1979 : Lakaat e pleustr ur gwir deskadurezh war ar mirva. Ar mirva az eas d'ober war dro ekologiezh an tornaodoù hag hini al lann pa rae hepken war dro al laboused a-raok.
  • E 1980 : War dro ur c'hilometrad hent-aod zo bet krouet evit galloud an dud pourmeniñ, dieub pe en abadennoù aozet gant ar mirva.
  • E 1986 : Un arnodenn vererezh ar peuriñ zo bet lusket. Deñved al « Lann Vreizh » ha goude eus « Eusa » zo bet staliet war al lec'h eus un tu, evit luskañ ar vuhez el lann ha eus un tu all evit ober galloud d'ar c'havan beg ruz distreiñ er mirva.
  • E 1998 : Ur goprad nevez a enfredas ar mirva.
  • E miz Genver 2000 : Ur steuñv displegiñ zo bet savet evit sternañ deskadurezh an endro ha gwellaat anezhiñ da bep hini.
  • E miz Mezheven 2001 : Kinnig ur steuñv merañ nevez eus 5 bloaz hervez an doare anavezhet gant Mirva Natur Bro-c'hall. Sevel ur stal nevez en degemer al lec'hienn.
  • Etra 2003 ha 2004 : 4 hektar douar nevez oa prenet gant ar gevredigezh evit derc'hel ur run lann (savlec'h orkide warni) hag ur peur kenglotus.
  • E 2005 : Kemer perzh ar Poellgor leviañ an takadoù natur ar C'hab, gant pediñ kumuniezh-kumunioù a zeuas neuze da vezañ mirour 360 hektar tachenn natur gwarezet (Mirva an Arvor ha Kuzul-departamant Penn-ar-Bed).