Ministrerezh an Difenn
Iskevrennad eus | ministrerezh |
---|---|
Tachenn labour | difenn soudard |
Den e penn an aozadur | ministr an difenn |
Ministrerezh an Difenn, pe Departamant an difenn, a vez graet eus ul lodenn eus ur gouarnamant karget gant ar c'hefridioù liammet ouzh an difenn hag an nerzhioù lu ; kavet e vez er stadoù lec'h ma vez rannet ar galloud etre meur a vinistrerezh pe departamant. Peurliesañ un departamant evel-se a ren holl skourroù milourel ar vro, ha suj eo da Vinistr an difenn pe Sekretour an difenn.
Roll ministr an Difenn a zo disheñvel mat hervez ar vro; e lod anezho, ar ministr n'eo karget nemet eus merañ ar voujedenn hag an dafariñ, padal e broioù all e vezont ul lodenn eus an aozadur urzhiañ milourel.
En un doare istorel, an departamantoù-se a oa anvet Ministrerezh ar brezel pe departamant ar brezel, memes ma ne oant nemet e penn tirlu ar vro, gant departamantoù all evit skourroù all nerzhioù lu ar vro. A-raok an Eil Brezel-bed, darn eus "ministrerezhioù ar brezel" a oa ministrerezhioù an tirluioù, padal evit ar morlu pe aerlu, e oa skourroù disheñvel, pep hini gant un departamant. E fin 1953, da skouer, an Unvaniezh Soviedel en devoa ur "ministrerezh ar brezel" hag e-kichen e oa ivez "ministrerezh ar morlu".
E-pad ha goude an Eil Brezel-bed e oa bet adurzhiet ha adanvet an departamantoù-se, ar pal e oa kenurzhiañ ar skourroù disheñvel a c'helle bezañ enebet etrezo (tirlu, aerlu, morlu). Da skouer Servij nij Morlu Impalaeriel Japan ha Servij nij Tirlu Impalaeriel Japan a oa enebet etrezo a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed o klask desachañ ar gwellañ nijerien, ar muiañ a arc'hant ha danvezioù diazez ha betek ar steuñvioù armoù burzhudus.