Mont d’an endalc’had

Milan Presse

Eus Wikipedia
An ti-embann, e Toloza.

Milan Presse zo un ti-embann gallek, savet e Toloza e 1980, ha perc'hennet gant Bayard Presse abaoe 2004, hag a werzh 3 % eus al levrioù evit ar yaouankiz e Bro-C'hall(Daveoù a vank).

Pevar den a oa en 1980 o sevel an ti-embann: Patrice Amen, levrdiour hag embanner, ha dastumer levioù-bugale; Alain Oriol, kelenner gallek; Bernard Grimaud, gwerzher; ha Michel Mazéries, rener-embregerezh. Anvet e voe Milan, anv gallek un evn-preizh du — ar skoul – a c'haller gwelout er Pireneoù ha war lez ar Garona[1].

En 2004 e voe prenet Milan gant Bayard, ur stroll-gwask-hag-embann diazezet e 6 bro, ar 4vet embanner evit ar yaouankiz e Bro-C'hall.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.