Mont d’an endalc’had

Miguel Hernández Gilabert

Eus Wikipedia
Miguel Hernández
Miguel Hernández Gilabert
Anv ofisiel Miguel Hernández Gilabert
Obererezh barzhonegoù
Ganedigezh 30 a viz Here 1910
en Orihuela, País Valencià
Marv 28 a viz Meurzh 1942
en Alicante, Spagn
Yezh skrivañ spagnoleg
Enorioù

Sinadur

Miguel Hernández Gilabert (Orihuela, 30 a viz Here 1910-Alicante, 28 a viz Meurzh 1942) a oa ur barzh spagnolek, marvet en toull-bac'h. Ganet e oa er País Valencià, e ti tud paour. E zastumad barzhonegoù kentañ a voe embannet pa oa 23 bloaz.

D'ar 1añ a viz Ebrel 1939 e voe embannet fin brezel Spagn gant ar jeneral Francisco Franco. Klask a eure Hernández tec'hel eus ar vro ha mont da Bortugal, met harzet e voe tost d'an harzoù gant polis Portugal ha roet d'ar Guardia Civil spagnol. Kaset e voe eus Huelva da Vadrid, d'ar vac'h. Eno eo e skrivas Nanas de la cebolla. Ur pennad ivez e voe bac'het e Sevilla.

En miz Meurzh 1940 e voe kondaonet d'ar marv. Kemmet e voe e gastiz ha troet da 30 vloaz a doull-bac'h. Met tapet e oa Hernández gant an droug-skevent, ha mervel a eure d'an 28 a viz Meurzh 1942 er Reformatorio en Alicante. E wreg Josefina Manresa, hag o bugel a vanas er brasañ dienez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dario Puccini, Miguel Hernández. Vita e poesie, Mursia, 1966;
  • Dario Puccini, Le Romancero de la résistance espagnole – anthologie poétique bilingue, Embannadurioù François Maspero, Pariz, Bro-C'hall, 1976.