Michele Carrascosa
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Div Sikilia |
Lealded | Impalaeriezh Habsbourg, Republik partenopean, Rouantelezh Naplez (1805-1815), Rouantelezh an Div Sikilia |
Anv-bihan | Michele |
Anv-familh | Carrascosa |
Deiziad ganedigezh | 11 Ebr 1774 |
Lec'h ganedigezh | Palermo |
Deiziad ar marv | 10 Mae 1852 |
Lec'h ar marv | Napoli |
Micher | politiker |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall |
Skour lu | Arme Veur |
Michele Carrascosa (11 a viz Ebrel 1774 en Palermo, Sikilia; 10 a viz Mae 1852 en Napoli) a oa ur jeneral e Rouantelezh Naplez.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek 1815
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en un tiegezh spagnol hag a oa erruet e Rouantelezh Naplez e 1734, gant ar roue spagnol Carlo. Meur a hini eus an tiegezh ac'h eas da ofiserien en arme ar rouantelezh. E vreur Raffaele (1779-1866) a voe jeneral ivez, ha ministr d'ar roue Ferdinando II.
E 1796 e oa 22 vloaz pa voe gloazet en emgann Lodi, ma oa letanant war varc'h, a-enep arme c'hall Napoleone Buonaparte. E 1798 e oa gant Mack e Roma.
E 1799 e troas a-du ganto gant ar Republik partenopean, met honnezh ne badas nemet c'hwec'h miz. Ha pa zistroas ar Vourboned e voe bac'het da gentañ e karc'har Santo Stefano, ha goude harluet. Neuze ez eas gant an arme c'hall da vrezeliñ a-enep Bourboned Spagn. Distreiñ a reas da Naplez pa oa bet lakaet Joachim Murat, breur-kaer Napoleon, da roue. Murat a anvas Carrascosa da c'houarnour-arme Naplez ha da varon e rouantelezh.
D'an 20 a viz Mae 1815 e sinas gant ar jeneral Pietro Colletta, Feur-emglev Casalanza.
Goude ren Murat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1820-1821, e-pad emsavadeg ar moti napoletani e klaskas c'hoari gant an div gostezenn : mont a reas da Ministr ar brezel e gouarnamant ar Giunta provvisoria liberale, ha ne enebas ket ouzh ar stourmerien carbonari, met war un dro e klaskas tostaat ouzh ar roue Ferdinando di Borbone ha leuskel en o sav an ensavadurioù kilstourm hag an urzh kevredigezhel kozh.
E 1821 en em savas a-enep aloubidigezh an Aostrianed, ha pa voe trec'het al liberaled e kemeras an tec'h. E 1823 ec'h embannas eñvorennoù. En harlu e chomas betek 1848,pa zistroas da Napoli.
Mervel a eure e 1853.