Rouantelezh Naplez (1805-1815)

Rouantelezh Naplez (en ofisiel Regno delle Due Sicilie, Rouantelezh an Div Sikilia) a voe krouet en miz Kerzu 1805, goude emgann Austerlitz hag emgann Campo Tenese, gant Napoleone Buonaparte evit e vreur Giuseppe Buonaparte. Padout a reas ar rouantelezh napoleonian betek 1815 ha faezhadenn Waterloo, hag anavezet eo ar marevezh-se evel an Decennio francese.


1806[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aloubet e voe ar vro gant an arme c'hall, kaset gant ar marichal André Masséna, da gastizañ ar roue Ferdinando Iañ an Div Sikilia (1751-1825) ha ne oa ket bet feal d'e c'her da chom neptu er brezel a oa renet gant an Trede Kenunaniezh a-enep an impalaeriezh c'hall.
Tec'hel a rankas ar roue Ferdinando Iañ an Div Sikilia (1751-1825) da Sikilia ma chomas roue dindan warez ar morlu saoz.
Ar roue Murat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou vloaz goude, e 1808, e kasas Napoleon e vreur Giuseppe da ren da Spagn. Neuze e voe fiziet ar rouantelezh en e vreur-kaer Joachim Murat, dimezet da Carolina Buonaparte. Klask a reas Murat aloubiñ Sikilia meur a wech, met tro wenn a reas bep tro. Difennet e oa an enez gant ar morlu saoz.
Goude faezhadenn Napoleon e 1814 e sinas Murat un emglev gant Aostria evit mirout e rouantelezh , en desped da glemmoù Ferdinando ha d'e skoazeller saoz.