Micaela de Luján
Micaela de Luján (1570?-1614?) a oa un aktourez spagnol, muzenn ha serc'h an oberour Félix Lope de Vega. Camila Lucinda pe Luscinda eo hec'h anv en oberenn ar barzh. Mamm e oa d'al leanez ha barzhez Marcela de San Félix.
N'ouzer ket pelec'h e oa ganet, ha meur a lec'h zo bet meneget : Espinosa de los Monteros e proviñs Burgos), Membrilla, Viso del Marqués, ha hervez mammennoù zo e vefe en Madrid. Komedianez e oa e c'hoariva ar Mesón de la Fruta, en Toledo, ha krediñ a reer e paouezas da c'hoari war c'houlenn Lope de Vega pa grogas o darempred en 1598, petra bennak m'en em anavezent adalek 1595. D'ar poent-se e oa dimezet Micaela d'an aktour Diego Díaz de Castro, ac'h eas kuit en 1596 da Berou, ma varvas en 1603, ha Micaela he devoa bet pevar bugel gantañ (Agustina, Dionisia, Jacinta ha Juan). Pemp bugel all he doe gant Lope : Ángela, Mariana, Félix, Marcela, merc'h muiañ karet ar barzh, ganet en 1605 en Toledo ; ha Lope Félix de Vega Carpio, lesanvet Lope el Mozo, bet ganet en 1607 en Madrid hag anavezet evel mab da Lope ha Micaela.
Serc'h da Lope e oa Micaela de Luján pa oa o chom da gentañ en Toledo, goude en Sevilla ma tremenas Lope meur a viz entre 1602 ha 1604. Diwezhatoc'h e tistroas da chom da Doledo ha da ziwezhañ ez eas da chom da Vadrid, d'an ti ma feurme Lope adal 1607 evit e diegezh besterd, er straed Fúcar.
Betek 1610, pa zeuas-hi da chom da Vadrid, e veze el Fénix o vevañ entre ti e serc'h hag e hini e Toledo, ma edo e wreg Juana de Guardo. Gant Juana edo o chom en Madrid betek 1604, en Toledo etre 1604 ha 1610, ar bloaz ma tistroas da Vadrid.
Adalek 1608 e yenaas an darempred etre Micaela ha Lope, ha goude ganet "Lopito" (Lope el Mozo), ne ouzer netra anezhi ken.
Ur vaouez kenedek e oa, meleganez, gwenn he c'hroc'hen, de ojos zarcos o azules, "damc'hlas pe glas he daoulagad" hervez ma skrivas Lope.
O bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou eus bugale Micaela, Marcela ha Lope Félix, a zeuas da vras. Pa varvas Juana de Guardo en 1613 e kemeras Lope Marcela (8 vloaz neuze) ha Lope Félix, bihanañ bugale Micaela de Luján.
Marcela a chomas gant he zad betek 1622, ha neuze ez eas d'ar gouent amezek, hini an Trinitarias Descalzas, ma vevas tri bloaz ha tregont goude marv ar Fénix de los Ingenios ha ma c'hounezas brud evel skrivagnerez.
Lope Félix a voe soudard, a vrezelas a-enep Izelvroiz ha Turked, hag ac'h eas da Venezuela da glask perlez. Peñse a reas, beuzet e voe. E dad a skrivas ur marvgan dezhañ.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- del Campo Muñoz, Juan (2005). Micaela Luján. Otro mito tal vez viseño"". El Viso Único (7): 27 y 28.
- Gómez García, Manuel (1998). Diccionario Akal de Teatro. Ediciones Akal. p. 496. ISBN 9788446008279.
- Huerta, Javier; Peral, Emilio; Urzaiz, Héctor (2005). Teatro español de la A a la Z. Madrid: Espasa-Calpe. pp. 426-7.
- Zamora Vicente, Alonso (1961). Micaela de Luján y Juana de Guardo. Lope de Vega: su vida y su obra. Madrid: Gredos.