Menou

Eus Wikipedia

Menou, pe Menoux pe Menulphe e galleg, Menulphus e latin, zo ur sant brezhon mojennel a vije bet eskob Kemper war-lerc'h Kaourantin er VIvet kantved.

Mab e vije d'ur roue, iwerzhonat pe vrezhon, tremenet dre Gembre hag ac'hano da Vreizh, moarvat en amzer ar roue frank Childebert (511-558), hag aet da Gemper ma voe kinniget dezhañ ar garg a eskob gant Kaourantin, a oa eskob Kerne.

Hervez doareoù all eus ar vojenn e vije bet anvet da eskob Kemper war-lerc'h Kaourintin, nemet ne gaver roud ebet eus e anv e kartularioù Kemperle na Kemper. Aet e vije da birc'hirin, klasket mont da Roma ha graet burzhudoù war an hent.

War hent an distro e reas un ehan e Mailly-sur-Rose, hiriv Saint-Menoux war lez an Ours. A-benn ar fin e chomas eno, da bediñ ha prederiañ, ha d'ober war-dro ar re glañv. Brud a dapas, gant e vurzhudoù. Meneget eo e anv en ur vojenn diwar-benn ur silienn-c'harzh[1].

Sant Menou en iliz Saint-Menoux.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]