Mengleuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur vengleuz zo ul lec'h ma vez tennet danvezioù fetis eus an douar.
Dindan an amzer emañ ar mengleuzioù evit eztennañ ar vein pe ar pri implijet er sevel tiez, ar mein-glas en o zouez. Ar pri-gwenn (kaolin e galleg) a vez eztennet diouzh mengleuzioù digor koulz ha dre gleuziañ ribouloù. Ret e vez kleuziañ ribouloù evit klask danvezioù priziusoc'h all evel ar metaloù (houarn, kouevr, aour, arc'hant, plom, staen, aour-gwenn, talk...). Graet e vez min ivez (diwar ar galleg mine) eus ar mengleuzioù-se. An holl vengleuzioù a zo renet dindan kod ar mengleuzioù e Bro-C'hall. Hervezañ ret eo goulenn digant ar velestradurezh un aotre evit eztennañ a-yoc'h traoù eus an douar.
Danvezioù pennañ eztennet eus douaroù Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sell ouzh Mengleuzerezh e Breizh
P'eo ledenez Breizh ur rann eus an tolzennad karregadoù bras ha kozh-tre a ya d'ober an torosad Arvorig ez eus meur a vetal ha meur a seurt maen a c'hell bezañ eztennet. Sell ouzh douarouriezh Breizh.
Hiziv e vez eztennet un tammig houarn hag uraniom ha kalzik a garregadoù : greuvaen (50% eus produadur Bro-C'hall), pri-gwenn e Berrien, kerfalit e Groñvel.
Gwechall e veze mengleuzioù staen (korvoet en Henamzer hag e dibenn ar XXvet kantved), plom hag arc'hant (mengleuzioù An Uhelgoad, Pont-Pagan, Henwig-ar-C'houenon), maen-glas (pe sklent) kavet e-leizh e Menez Are, met serret diwar kevezerezh mengleuzioù Anjev ha Spagn.