Mont d’an endalc’had

Menfis

Eus Wikipedia
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Menfis
Coordonnées géographiques : 29°52'N, 31°15'E

Menfis pe Memphis (gregaj: Μέμφις Memphis) eo anv gresianek ar gêr gozh a voe kêrbenn nom kentañ Egipt Izel. Graet e veze Ineb Hedj (ar mogerioù gwenn) anezhi en egipteg. Dont a ra eus an henc'hresianeg Μέμφις zo un distummadur eus anv egiptek piramidenn Pepi I (VIvet tierniezh), Men-nefer[1], a zeuas da vezañ |ⲙⲉⲛϥⲉ Menfe e kopteg. Emañ kêrioù modern Mit Rahina, Dahshour, Sakkara, Abousir, Abou Gorab, ha Zawyet el'Aryan, e su Kaero. Emaint holl e diabarzh bevennoù melestradurel eus Menfis istorel ( 29°50′58.8″N, 31°15′15.4″E). Anavezet e oa ivez Menfis en Henegipt evel Ankh Tawy ("An hini a ere an div vro"), anv a laka ar pouez war lec'h strategel ar gêr etre Egipt uhel hag Egipt izel. Emañ ar gêr gozh e kichen Mit-Rahineh (20 km e kreizteiz Kaero), war c'han gleiz an Nil.

Hervez Herodotos[2] e oa krouet ar gêr gant ar faraon Menes, tro-dro da 3100 kent J.-K. hag a voe kêrbenn Henegipt e-pad an Henimpalaeriezh. Prouet eo bet e oa just ur roue mojennel eus Menes, heñvel ouzh Romulus ha Remus e mitologiezh Henroma. Moarvat e oa unvanet Henegipt abalamour d'an ezhomm o devoa an div lodenn an eil eus eben. [3].

Ptah e oa Doue pennañ Menfis.

Hieroglifoù e Menfis gant un delwenn eus Ramses II en a-dreñv



  1. Bridget McDermott, Decoding Egyptian Hieroglyphs: How to Read the Secret Language of the Pharaohs, Chronicle Books 2001, p.130
  2. Herodotos, Euterpe, 2.99.4
  3. The Penguin Historical Atlas of Ancient Egypt gant Bill manley (1997)


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg