Mekanikerezh kwantek

Eus Wikipedia

Ar mekanikerezh kwantek pe loc'honiezh pementadel[1] zo ur rann eus ar fizik diorroet e-kerzh an XXvet kantved. Ganet eo diwar an ezhomm da zisplegañ anadennoù a c'hoarvez e reizhiadoù fizikel el live atomek pe isatomek ha na vefent ket displeget gant ar fizik klasel, evel skinadur ar c'horf du, an efed luc'hdredanel, stabilder an atom, hag all.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom Niels Bohr, 1913

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIXvet kantved e veze kredet ne vanke ket kalz a draoù da zizoleiñ e fizik, a oa rannet e teir fennrann : al loc'honiezh dezrannel[1], an dredanwarellouriezh.[1] hag ar fizik stadegel

Met al luzoù etre al loc'honiezh dezrannel hag ar fizik stadegel o deus kaset d'al loc'honiezh pementadel ha da arlakadenn ar geñverelezh hollek Albert Einstein.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kementadiñ an energiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1901 e kavas Max Planck ar respont da gudenn skinadur ar c'horf du : kinnig a reas e vije kementadet an energiezhoù a vez eskemmet etre an atomoù[2].

Staliañ a reas al lezenn : m'emañ an energiezh kenfeurel gant an talm dre an arstalenn anvet "arstalenn Planck" ().

Nebeut goude, e 1905, e kinnigas Albert Einstein ma vije ivez kementadet energiezhoù ar skinadur tredanwarellek, hag e tisplegas evel-se an efed luc'hdredanel[3].

Frammadur an atom[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus eo kavadenn an elektron gant Joseph John Thomson e 1897, dre ma ro un alberzh eus elfennoù an danvez. Soñjal a rae dezhañ ez eus kargoù muiel (+) en danvez evit kempouezañ kargoù leiel (-) an elektronoù : neuial a ra an elektronoù en ur soubenn kargoù muiel. Patrom ar plum pudding saoz a reer eus ar mennozh-se.

Jean Perrin a ginnigas ur patrom all : ur garg vuiel a vije e kreiz an atom hag an elektronoù a drofe tro-dro dezhi, evel ma tro an Douar tro-dro d'an Heol.

E 1909 e voe diskaret patrom Thomson gant arnaodenn Geiger ha Marsden, komprenet gant Ernest Rutherford e 1911.

Rannigoù α a voe taolet war ur follenn aour danav ; lod anezho a dreuzas ar follenn ha reoù all a voe strewet, ar pezh a roas pouez da batrom Jean Perrin. Met pa jeder stabilder an atom gant ar batrom-se e kaver e kouezhfe an elektron war krek an atom e nebeutoc'h eget 1 eilenn x 10-10 (0,1 milmilionvedenn eus un eilenn).

E 1913, Niels Bohr a implijas mennozhioù Planck hag Einstein diwar-benn kementadur an energiezh evit kinnig e kemmfe un elektron e gelc'htro dre gas pe dastum kementadoù energiezh. James Franck ha Heinrich Hertz a gadarnaas ar patrom-se e 1914.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Geriadur Ménard, 2012 – war-lerc'h Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Fizik, Preder, 2006 (ISBN 978-2-9013-8364-2)
  2. Max Planck, Ueber das Gesetz der Energieverteilung im Normalspectrum, Annalen der Physik, vol. 4,‎ 1901, p. 553.
  3. Albert Einstein, Zur Elektrodynamik bewegter Körper, Annalen der Physik 17/1905, pp. 891–921.