Mont d’an endalc’had

Maurice Bouguereau

Eus Wikipedia

Maurice Bouguereau (ca. 1500-1596) a oa ur mouller gall hag un embanner kartennoù. Adkemer a reas moullerezh Jamet Mettayer e Teurgn e 1594. Kenlabourat a reas gant an engravour Gabriel Tavernier (1520 ?-1616), genidik eus Antwerpen, evit embann kentañ kartennaoueg Bro-C'hall, anvet "le Théâtre Françoys", e 1594. Meur a gartenn a oa en oberenn-se, diwar-benn pep hini eus proviñsoù ar rouantelezh.

Gant Bouguereau e oa bet embannet, e 1594 eta, ar c’hentañ kartenn engravet eus Breizh, anvet "Description du pays d'Armorique a pres. (à présent) Bretaigne". War ar gartenn-se, engravet e 1591 moarvat, e oa merket bevenn ar brezhoneg d’ar c’houlz-se, ha lenn a reer an anvadurioù Breizh-Uhel ha Breizh-Izel evit an div lodenn eus Breizh dispartiet evel-se. Ar gartenn goshañ eo o tiskouez bevenn reter ar brezhoneg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]