Mario Varglien
Mario Varglien, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1905 e Fiume[1] (Aostria-Hungaria d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Eost 1978 e Venezia (Veneto, Italia), a oa ur melldroader etrebroadel italian (kreizer difenner e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Graet e veze Varglien I anezhañ a-benn e zisheñvelout diouzh e vreur Giovanni Varglien (Varglien II).
E vicher (evel c'hoarier)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hleuboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet kroget e vicher e skipailhoù reoù yaouank Olympia Fiume e c'hoarias Varglien en un toullad a gleuboù all :
- 1920-26 : Olympia Fiume,
- 1926-27 : Fiumana,
- 1927-28 : Pro Patria (Busto Arsizio, Lombardia),
- 1928-42 : Juventus Torino, aet da gampion Serie A pemp gwech diouzh renk etre 1931 ha 1935 ; paket e voe Coppa Italia gantañ ivez, e 1938 ha 1942,
- 1942-43 : Sanremese (Sanremo),
- 1943-44 : Triestina (Trieste)
E skipailh broadel Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech hepken en devoa douget krez an Azzurri[2] e 1935, hep merkañ pal ebet.
Krogad a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
17 a viz C'hwevrer 1935 | Stadio Nazionale (Roma) | Italia - Bro-C'hall | 2-1 |
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :
- Kib vell-droad ar bed 1934 bet aozet e Rouantelezh Italia ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Italia evit ar wech kentañ.
E vicher (evel gourdoner)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe echu, pe dost, gant e amzer melldroader war an dachenn ez eas da c'hourdoner :
Treut e voe ar peuriñ a-fet titloù dre na voe nemet kampion Serie B gant Como e 1949.