Mario Nascimbene

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mario Nascimbene, bet ganet d'an 28 a viz Du 1913 e Milano hag aet da Anaon e Roma d'ar 6 a viz Genver 2002, a oa ur sonaozour ha penn laz-seniñ italian.

E Conservatorio di Musica «Giuseppe Verdi» (Milano) eo e teskas sonaozañ ha ren ul laz-seniñ, digant Ildebrando Pizzetti peurgetket. Ran e oa gant ar sinema ha kerkent ha 1941 en devoe tro da lakaat e varregezhioù e pleustr o kempenn sonerezh ar film L'amore canta savet gant Ferdinando Maria Poggioli. Da-heul e kenlabouras gant filmaozourien vrudet-mat evel Giuseppe De Santis, Carlo Lizzani, Georg Wilhelm Pabst, Francesco Rosi, Roberto Rossellini ha dreist-holl Valerio Zurlini.

Par da Nino Rota hag Armando Trovajoli en Italia e voe Nascimbene e-touez pennañ nevezerien e-keñver ar sonerezh film war-lerc'h an Eil Brezel-bed, bet kempennet ouzhpenn tri c'hant film gantañ. Kentañ sonaozour italian an hini eo a voe pedet da labourat war filmoù meur er Stadoù-Unanet : The Barefoot Contessa (1954) ha The Quiet American (1958) gant Joseph L. Mankiewicz, Alexander the Great (1956) gant Robert Rossen, The Vikings (1958) gant Richard Fleischer ha Solomon and Sheba (1959) gant King Vidor.

Kemmet don en devoa Mario Nascimbene an doare da enrollañ ar sonioù er sinema italian, dreist-holl gant e ijinadenn Mixerama, ur seurt mekanik d'o standilhonañ. Ganti e oa e-tailh da grouiñ kenaozadurioù liesseurt diwar sonerezh, trouzioù naturel (glav, avel, hag all), trouzioù degaset gant an dud (mouezhioù, kirri, kirri-nij, hag all) ha trouzioù diwar faltazi. E-barzh Roma ore 11 gant Giuseppe De Santis (1952) e reas gant trouz ur skriverez. Da geñver Il processo de Verona gant Carlo Lizzani (1963) e klever trouz teir mindrailherez o tennañ mesket gant ar sonerezh. Trouz un douzerez-leton an hini eo en devoa implijet evit One Million Years B.C. gant Don Chaffey (1966).

E 1991 e voe deroet priz David di Donatello alla carriera da vMario Nascimbene gant Accademia del Cinema Italiano a-benn dougen bri d'e vicher dibar ; Mario Cecchi Gori hag Alida Valli a voe an daou loread all.

Un nebeud filmoù en devoa kempennet ar sonerezh anezho[kemmañ | kemmañ ar vammenn]