Marie-Octobre (film, 1959)
Marie-Octobre a zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Julien Duvivier (1896-1967) e 1958.
C'hwec'hvet film ha tri-ugent Julien Duvivier an hini eo, bet savet war-lerc'h La Femme et le Pantin (miz C'hwevrer 1959) hag a-raok Das kunstseidene Mädchen (miz C'hwevrer 1960).
Doujañ a ra ar film ouzh reolennoù ar c'hoariva klasel dre ma tremen ar memes darvoud er memes lec'h hag er memes pennad amzer. N'eo ket souezh 'ta ma voe azasaet ur pezh-c'hoari gant Duvivier ha Henri Jeanson : sevenet gant Georges Folgoas (1927-2008) e voe skignet d'an 8 a viz C'hwevrer 1974 e framm an abadenn skinwel Au théâtre ce soir.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Skoazeller-sevener : Michel Romanoff.
- Senario : Julien Duvivier ha Jacques Robert, diwar ar romant Marie-Octobre (1948) gant Jacques Robert,
- Divizoù : Henri Jeanson,
- Kevredadoù produiñ : Abbey Films, Doxa Films, Orex Films ha Société Française Théâtre et Cinéma,
- Rener produiñ : Paul Joly,
- Kevredad dasparzhañ : Pathé Consortium Cinéma,
- Rener ar skeudenniñ : Robert Lefebvre,
- Skeutaper : Roger Delpuech,
- Ijinour ar son : Antoine Archimbaud,
- Aozer ar sonerezh orin : Jean Yatove,
- Kinklour : Georges Wakhévitch,
- Dilhataer : Jacques Heim,
- Farderez : Lina Gallet,
- Skriptourez : Denise Morlot,
- Frammerez : Marthe Poncin,
- Luc'hskeudenner leurenn : Roger Corbeau,
- Prantad filmañ : adalek ar 17 a viz Du betek an 10 a viz Kerzu 1958,
- Lec'hioù filmañ : studioioù Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a vremañ),
- Deiziad dont e-maez : 24 a viz Ebrel 1959 ( Bro-C'hall),
- Padelezh : 90'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un nebeud bloavezhioù goude dibenn an Eil Brezel-bed ez eo pedet izili gozh ur rouedad harzerien da goaniañ en ti ma oa bet muntret ar penn anezhañ, Castille, gant an Alamaned. Graet e hent er vuhez gant pep hini anezhe, aes pe aesoc'h. Goude koan, Marie-Hélène Dumoulin, ostizez an ti ha kaserez lizheroù kozh ar rouedad dindan hec'h anv-brezel "Marie-Octobre", a gemenn d'he c'houvidi e oar-hi e oa bet gwerzhet Castille gant unan en o zouez... E gwirionez ez int bet pedet evit ma vo dizoloet dremm an treitour kousto pe gousto. Un damalladenn hag a ra d'an holl bezañ ken souezhet ha spontet gant an heug. Tamm-ha-tamm ez a an aergelc'h war bounneraat dre m'o devoa an holl berzhidi un abeg mat da werzhañ o c'heneiled. Hogos dre zegouezh e vo kavet an hini kablus hag a vo diskaret gant un tenn pistolenn digant "Marie-Octobre" a-barzh fin ar gont. Ha dialet ganti ar rouedad harzerien bet dispennet gant ar Gestapo ha war un dro Castille a oa... he c'hamarad kleiz ivez.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danielle Darrieux : Marie-Hélène Dumoulin, "Marie-Octobre" hec'h anv-brezel,
- Paul Meurisse : François Renaud-Picart, greantelour
- Bernard Blier : Julien Simoneau, alvokad-asizoù,
- Serge Reggiani : Antoine Rougier, mouller,
- Lino Ventura : Carlo Bernardi, rener boest-noz,
- Paul Guers : Yves Le Guéven, beleg,
- Noël Roquevert : Étienne Vandamme, kontroller an tailhoù,
- Paul Frankeur : Lucien Marinval, kiger,
- Daniel Ivernel : Robert Thibaud, mezeg-gwilioudiñ,
- Robert Dalban : Léon Blanchet, alc'hwezer,
- Jeanne Fusier-Gir : Victorine, gouarnerez.