Mont d’an endalc’had

Marie-Joseph Bertrand

Eus Wikipedia

Marie-Josèphe Bertrand (Plounevez-Kintin 1886-1970), pe Marie-Josèphe Martail a oa ur ganerez vrezhonek.

Ganet e oa e 1886 e Plounevez-Kintin en ur familh devezhourien. Kalz e veze kanet er familh. D'he 16 vloaz, en 1902, e timezas da Mataô Bertrand, botaouer eus Sant-Nikolaz-ar-Pelem, ha kuitaat a reas he familh da vont da chom gant he fried e foukennoù ar votaouerien e Plusulian, Korle ha Kanuhel. Eno e oa ganet o c'hwec'h bugel. Bevañ a reas buhez kalet ar votaouerien a-raok mont da chom da Ganuhel.

E 1958 e kanas er festoù-noz kentañ a voe aozet e Larruen ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem ha mont a reas ar maout ganti e konkourioù kanañ. Krog e oa da vezañ anavezet ha prizet gant adsaverien ar festoù-noz. E 1959 ez eas ar sonerien Jorj Kadoudal hag Étienne Rivoalan d' he zi da Ganuhel, hag ur vaouez eus Gwengamp, Claudine Mazéas ganto. Peder abadenn enrollañ a reas ar Wengampadez gant ar ganerez war-lerc'h. Dielloù prizius hag oberoù da zaveiñ dezho dre ret int bremañ evit ar c'han e brezhoneg.

En enrolladennoù e klever Marie-Josèphe Bertrand o kanañ Skolvan, Al lez-vamm, Iwan Gamus, Kimiad paotred Plouilio, Galvadenn bugel, An intañv, Ar bonom kozh, Igenane, Distro ar martolod..., un dastumad gwerzioù hir, en o zouez galvoù bugulien, ha kanaouennoù da zañsal...

Marvet eo e Kanuhel e 1970 d'an oad a 84 bloaz, pemp bloaz a-raok embannadur Kahier Dastum n°5 hag ar bladenn gouestlet da Bro Fañch, ma klever nav c'han kanet ganti ha skignet evit ar wech kentañ. Gant Marie-Josèphe Bertrand eo bet awenet ar rummad kanerien deuet war he lerc'h.

Emañ ar ganerez e-touez ar re o deus graet ar muiañ evit kas ar rummadoù yaouank da ganañ gwerzioù en-dro. Gant Dastum ez eus gouestlet ur bladenn hag ul levrig da vMarie-Josèphe Bertrand en dastumad «Grands interprètes de Bretagne».