Maria Pia von Sachsen-Coburg-Gotha Bragança
Maria Pia von Sachsen-Coburg-Gotha Bragança, ganet e Lisboa d'an 13 a viz Meurzh 1907 ha marvet e Verona d'ar 6 a viz Mae 1995, a oa ur gazetennerez ha skrivagnerez portugalat. Anavezet e oa ivez evel Sua Alteza Real Dona Maria Pia de Saxe-Coburgo Gotha e Bragança, an anv a implije da c'houlenn kurunenn Portugal. El lennegezh e oa Hilda de Toledano hec'h anv-pluenn.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Maria Amélia Laredó e Murça, genidik eus Cametá, e stad Pará, e Brazil. Ha lavaret a rae ivez e oa merc'h d'ar roue Carlos Iañ Portugal, dimezet neuze da Amélia de Orleães. Lavaret a rae e oa bet anavezet gant ar roue Carlos Iañ evel e verc'h. Adalek 1957 e implijas an titl "Dugez Bragança" da c'houlenn kuruenn Portugal. E 1983 e voe embannet gant ul lez-varn eus Portugal n'he doa ket diskouezet prouennoù a-walc'h evit ma c'hallfed lavaret e oa merc'h d'ar roue Carlos Iañ.
Afer Poidimani
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1985 e tibabas Maria Pia von Bragança an aotrou Rosario Poidimani da bennhêr, en desped d'he div verc'h ha d'he daou vab-bihan. Hennezh a oa, emezañ, a noblañs sikilian. En ur baperenn sinet e 1986 e tisklêrias Maria Pia bout kar da Poidimani, hep ket a resisadur.
E 1987 e sinas Maria Pia lezel he gwirioù gant Poidimani, dre ma n'he devoa, emezi, skoazell ebet a-berzh he bugale. Abaoe an deiz-se e lavar Poidimani bezañ Dom Rosario von Sachsen-Coburg-Gotha Bragança, 22vet dug Bragança. Prosezioù zo bet, kondaonet eo bet Poidimani e 2011, ha lezet da vont e 2013.