Maria Amalia von Sachsen (1724–1760)
- Meur a briñsez zo bet anvet Maria Amalia von Sachsen.
Maria Amalia von Sachsen , pe Maria Amalia Christina Franziska Xaveria Flora Walburga, pe María Amalia de Sajonia e spagnoleg (4 a viz Du 1724 e Dresden–27 a viz Gwengolo 1760 e Madrid), a oa ur briñsez alaman hag a zeuas da vout rouanez Naplez ha Sikilia (1737-1759) ha rouanez Spagn (1759-1760) dre he dimeziñ da Carlos III (1716–1788).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Dresden d'ar 24 a viz Du 1724. Merc'h e oa da Aogust III, Priñs-Dilenner Sachsen, ha goude Roue Pologn ha dug-meur Lituania, ha d'e bried Maria Josepha von Österreich (1699–1757), merc'h da Joseph Iañ, Impalaer santel .
14 vloaz ne oa ken pa voe dimezet da Garlos, roue Naplez ha Sikilia, ha mab da Felipe V roue Spagn ha d'e eil pried Elisabetta Farnese.
En 1759 e varvas Fernando VI, roue Spagn divugel, ha breur henañ Carlos. Neuze ez eas Maria Amalia da-heul he fried eus Naplez da Spagn da gemer kurunenn e vreur. Hi an hini a zegasas ar c'hiz napolitan d'ober kraou Nedeleg da Spagn,
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gwengolo 1760, daou vloaz goude degouezhet e Spagn, e varvas María Amalia gant an droug-skevent. Carlos III a lavaras: "En ur ober 22 vloaz a briedelezh eo an dro gentañ da Amalia ober displijadur din ".
Un dimeziñ evurus e voe, ha ne addimezas ket ar roue intañv.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- María Isabel Antonia (1740-1742)
- María Isabel Ana (1743-1749)
- María Josefa (1744-1801), a weler en daolenn graet gant Goya hag anvet La familia de Carlos IV.
- María Luisa (1745-1792), a zimezas da Leopold II an Impalaeriezh Santel ;
- Felipe Antonio (1747-1777), diwezhat e spered.
- Carlos IV (1748-1819), Roue Spagn .
- María Teresa (1749)
- Fernando Iañ (1751-1825), Roue Naplez ha Sikilia.
- Gabriel de Borbón (1752-1788), dimezet da Mariana Victoria de Portugal.
- Ana María (1754-1755)
- Antonio Pascual de Borbón (1755-1817), dimezet d'e geniterv María Amalia de Borbón.
- Francisco Javier Spagn (1757-1771)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- RUBIO, María José. Reinas de España. Siglos XVIII al XXI. De María Luisa Gabriela de Saboya a Letizia Ortiz. Madrid: La Esfera de los Libros, 2009.