Markgrafelezh Brandenburg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kontelezh Marz Brandenburg pe Markgrafelezh Brandenburg (Markgrafschaft Brandenburg en alamaneg) a voe ur Stad istorel en Impalaeriezh santel roman german adalek 1157 betek 1806. Mark Brandenburg a reer ivez eus ar Stad-se en alamaneg.
Pouezus-bras e voe perzh Markgrafelezh Brandenburg en Istor Alamagn hag en hini Kreizeuropa, pa gemeras ar vargrafed perzh e dilennadeg an impalaer adalek ar bloavezh 1326 ; Kurfürstentum Brandenburg ("dilennouriezh Vrandenburg") a voe graet eus ar Stad neuze.
Dont a ra an anv eus an alamaneg Mark ("marz", "harzoù" an impalaeriezh), Grafschaft ("kontelezh"), hag anv kêr Vrandenburg. Er bloavezh 1417 e teuas Berlin da vezañ kêr-benn ar Stad, e-lec'h Brandenburg eta.
Gant an amzer e kemmas harzoù ar vargrafelezh, met stabil a-walc'h e chomjont adalek 1455 betek 1806.
Tiriad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa Mark Brandenburg ur varkgrafelezh en em astenne war an douaroù a zo hiziv e reter Alamagn (an darn vrasañ eus al Länder Brandenburg ha Berlin a-vremañ, ha norzh ar Saks-Anhalt) hag e kornaoueg Polonia (Lubusz ha kornaoueg Pomerania).
Proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Altmark (Stendal, Tangermünde)
- Prignitz (Perleberg, Pritzwalk, Kyritz, Wilsnack)
- Mittmark (Brandebourg-sur-la-Havel, Potsdam, Ruppin, Brietzen, Berlin, Charlottenbourg, Francfort-sur-l'Oder)
- Uckermark (Prenzlau, Templin, Neu-Angermünde)
- Neumark, anezhi :
- Custrin
- kelc'hiadoù kentañ (Soldin, Koenigsberg, Landsberg an der Warthe)
- kelc'hiadoù enteuzet (Stensberg, Zullichau, Cottbus)