Kaozeal:Markgrafelezh Brandenburg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Marteze e c'hallo ar c'hemmer displegañ e gemm gant un arguzennig bennak, panavet-se e tistroio statu quo ante https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Margrafiezh_Brandenburg&diff=1593137&oldid=1478267 Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2014 da 09:20 (UTC)[respont]

Displeget eo bet an abeg, trawalc'h e oa lenn: "fazi reizhskrivañ en titl". Ma ne oa ket trawalc'h c'hoazh ne oa nemet sellet ouzh ar c'hemm: margraviezh > margrafiezh. Met gwir eo ivez ne'm boa ket difaziet a-walc'h pa'z eo "markgrafiezh" (R. Hemon p.500).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Gwe 2014 da 09:36 (UTC)[respont]

Atav ton an tamm aotrou leun a fae ken displijus. Peurvuiañ n'haller ket distagañ peder c'hensonenn stok ha stok: Markgrafiezh ... perak eta mont da skrivañ ar c'hensonennoù ne vezont ket distaget? Perak e vije gwelloc'h grafiezh eget graviezh? Peogwir eo bet plantet ganit en ur geriadur? ha se eo da zoare da arguzenniñ ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2014 da 15:14 (UTC)[respont]

Faziañ a rez, n'on ket Roparz Hemon, na Frañsez Vallée kennebeut: «markgrafelez , markgrafiez» (Geriadur Vallée p.450).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Gwe 2014 da 16:17 (UTC)[respont]
Sur: ganto e c'hallfed kaozeal. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2014 da 18:44 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Bianchi-Bihan, Dedennus eo goût e ra TermOfis gant margrav evit ar ger gallek margrave ha gant margravelezh evit hini margraviat... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gwe 2014 da 06:33 (UTC)[respont]

An Trec'hlid a-enep an Ofis? Pelec'h e vo c'hoariet ar match? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gwe 2014 da 07:24 (UTC)[respont]

Ya ! N'haller ket kaout fiziañs e den ebet, me 'lâr deoc'h ! :-)--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gwe 2014 da 07:38 (UTC)[respont]

Ar pezh ne lavar ket Prieladkozh evel-just eo ez eus tri live d'an traoù a gaver gant TermOfis: "erbedet", "kinniget", ha "studiet". "studiet" eo an hini izelañ, hag an hini a gaver meneget war-lerc'h ar stummoù degaset war-wel gantañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gwe 2014 da 09:37 (UTC)[respont]
  • Reishoc'h eo ober gant markgrafelezh evit an tiriad, gant markgrafiezh evit dere ur markgraf (gwelit ar c'houblad markizelezh/markiziezh, da skouer).
Gwir a-walc'h, hag evel dugiezh/dugelezh, emiriezh/emirelezh...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Gwe 2014 da 20:43 (UTC)[respont]