Mont d’an endalc’had

Marged uch Ifan

Eus Wikipedia
Marged uch Ifan
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKembre Kemmañ
Anv-bihanMarged Kemmañ
Deiziad ganedigezh1699, 1768 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBeddgelert Kemmañ
Deiziad badeziant1696 Kemmañ
Deiziad ar marv1788 Kemmañ
Micherstrongwoman Kemmañ
Benveg sonerezhTelenn Kemmañ

Marged uch Ifan (1696 - 1788?) , pe Marged vch Ifan, zo ur vaouez brudet e mojennoù Eryri en hanternoz Kembre. Brudet e oa da vezañ kreñv ha da vezañ telennourez ampart.

Genidik e oa eus Dyffryn Nantlle, ha tavarn a oa dezhi e Telyrniau. Goude ez eas da chom da Bwthyn Penllyn, e-kichen Llyn Padarn ma c'houneze he boued o kleuziañ e mengleuzioù kouevr Nant Peris ha mont a rae gant ur vag da benn izelañ al lenn e-kichen Brynrefail. Ditour diwar he fenn a gaver digant Thomas Pennant, ar beajour a reas tro Kembre e 1786 hag ac'h eas d'he zi nemet ne oa ket er gêr neuze. Chaseourez brudet e oa, ha kontet e veze e tape muioc'h a lern gant he chas en ur ober bloaz eget ma c'halle den ober dindan dek vloaz.


Sed ur pennill kozh diwar he fenn (meur a zoare damheñvel zo d'ar skrid ):

Mae gan Farged fwyn uch Ifan
Delyn fawr a thelyn fechan
Un i'w chanu yn nhref Caernarfon
Ac un i gadw'r gŵr yn fodlon

E brezhoneg:

Marged koant uch Ifan he deus
Un delenn vras hag un delenn vihan
Unan da ganañ e kêr Caernarfon
Hag unan da reiñ c'hoant d'ar gwaz.