Maredudd ab Owain ab Edwin

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Maredudd ab Owain ab Edwin, marvet e 1072, a oa priñs Deheubarth, ur rouantelezh e mervent Kembre .

Mab e oa da Owain ab Edwin, eus lignez Hywel Dda. Kemeret e oa bet ar rouantelezh Gruffydd ap Llywelyn, a unvanas Kembre, tostik en he fezh, dindan e gurunenn. Pa varvas Gruffydd e 1063 avat e c'houlennas Maredudd kurunenn Deheubarth ebit e lignez-eñ.

Tra ma renas Maredydd e krogas aloubadeg an Normaned e gevred Kembre. Goude klask enebiñ e laoskas Maredydd anezho da gemer Gwent , hag evel trugarekadenn e voe roet dezhañ douaroù e Bro-Saoz en 1070.

En 1072 e voe lazhet en un emgann tost d'ar stêr Rhymni. E vreur Rhys ab Owain e renas war e lerc'h.

Ur mab en devoa, Gruffydd ap Maredudd, a oa o chom e doaroù saoz e dad, hag a voe lazhet pa deuas da Gembre da glask adkemer rouantelezh e dad digant Rhys ap Tewdwr.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)


En e raok :
Gruffydd ap Llywelyn
Deheubarth
Maredudd ab Owain ab Edwin
War e lerc'h :
Rhys ab Owain